Monday 23 July 2007

Erer Kozh


...de Agence Bretagne Presse:

“Un nebeut skeudennoù deus Joey Starr ha Justice tapet dec'h da noz hag un toullad gerioù dedenus gant Lou eus Radio Kerne...

Dec'h da noz e oamp deuet a-benn da sellet ouzh muioc'h a sonadegoù evit an devezhioù all : ur mor a dud a oa deuet evit Joey Starr ha nerzh ganto ! Ur frapadig mat eus sonadeg Justice a oa tremenet dindan barradoù glav, met bourrapl eo bet memestra ! 170 000 den zo deuet da selaou ouzh an abadennoù sonerezh daoust d'ar glav, daoust d'ar c'honsertoù nulet (Klaxons, ha Sinead O Connor)...

E-pad an dibenn sizhun-mañ eo bet kavet un toullad brezhonegerien ha roet oa bet kalzig ar gaoz d'ar mediaoù e brezhoneg ivez : Webnoz disadorn, Radio Bro Gwened, Radio Kreiz-Breizh, Radio Kerne, pennadoù gant Hoel Louarn war lec'hienn an Erer-Kozh…”

No comments: